Je communique ceci
PEDADENN - PEMPOULL 2021
Mignoned ker,
Porzh Pempoull a lido adarre, e miz eost a zeu, pinvidigezh ar glad morel ha talvoudoù kengret martoloded ar bed, gant sonerezh ha kanaouennoù. Plijadur hon eus ouzh ho pediñ d'an 15vet abadenn-mañ, a vo dalc'het d'an 13, 14 ha 15 a viz Eost. Bezit soñj da erruout adal ar yaou da noz a-benn kemer perzh e « nozvezh an akipajoù », festus ha laouenek. Degemeret mat e vo ho pigi dre-lien hengounel, ar re vihan kenkoulz hag ar re vras. Deuit hep termal gant ho karnedoù kanaouennoù hag ho pinvioù-sonerezh. C'hwi a vo perc'henn war kaeoù Pempoull tri devezh ha peder nozvezh pad ! Ho trugarekaat a reomp en a-raok da gadarnaat ho tonedigezh en ur gas deomp en-dro ar fichenn enskrivañ amañ-kevret, an abretañ ar gwellañ. Kenavo ar c'hentañ !
Akipaj Gouel Kan ar Vartoloded
FESTIVAL DU CHANT DE MARIN
12 rue du 18 juin BP 125 - 22503 PAIMPOL CEDEX
02 96 55 12 77 /
Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Site internet